Ur mare pouezus eo an dorioù-digor evit kement tad ha mamm, pa za ar mare da ‘n em soñjal evit enskriviñ e grouadur en ur skol. Setu un digarez da ober anaoudegezh get un endro skol ha kavout respontoù d’ar goulennoù boutin èl: ur skol kevredigezhel ? Deskiñ brezhoneg, posupl evit ur c’hrouadur desavet en ur familh get galleg hepken? Petra eo an hentennoù kinniget ? Hag ar skolaerien, penaos int stummet ? Petra ‘vez debret er c’hantin, ha mat eo ar boued ?
Dorioù Digor Difetis ! Sell aze ar pezh a vo kinniget ar blez-mañ get Skol Diwan Rianteg evit kinnig d’ar gerent ar muiañ ar gwellañ a respontoù er prantad drol-mañ, hani an enkadenn yec’hedel. An darvoud a vo etre ar lun 16 hag ar gwener 20 a viz Kala-Gouiañv 2020.
Met…. Penaos e vo aozet an traoù enta ?
Ken simpl ha tra : pedet eo ar gerent da bellgomz da renour ar skol, Mael Ar Gov, hag en em aoziñ ur prantad eskemm getoñ ha perek pas un eskemm en-linenn, dre ar skrammoù.
Pellgomz : 02 97 84 50 63
Postel : skol.rianteg@diwan.bzh
Chomlec’h : Hent-dall ar skolioù, 56670 Rianteg
Evit klokaat an eskemm-se o deus savet, kerent Skol Diwan Rianteg, ur filmig evit kinnig ar skol hag an abadennoù heuliet get ar skolidi ag ar c’hlasoù bihanañ betek ar CM2.
betek tuchant !