Pellgargiñ “Les avantages du bilinguisme précoce”
E-lec’h ma vez roet da c’hoûiet deomp get Maria Kihlstedt, mestr-prezegenn e psikoyezhoniezh:
« an enklaskerion a zo a-du evit lâret emañ liammet kreñv sevel un divyezhegezh kempouezet get an oad a vez kroget geti, ar gwellañ ar c’hoursañ e vehe.
Degemeret eo get lod-kaer emañ « an oad tener » tro-dro seizh vlez.
« Frammoù empenn ar vugaligoù a zo soupl a-walc’h evit deskiñ ken aes 2 pe 3 yezh hag ur yezh betak o seizh vlez. »
« Estroc’h an disoc’hioù mat àr ar barregezh yezh e veze gortoet tamm pe damm eo bet stadet ur spered souploc’h, ur fiñvuster àr ar meiziadoù hag ur barregezh da ziskloumiñ problemoù pouezusoc’h get bugale divyezhek evit get bugale unyezhek.
« pa vez broudet an tachad-mañ get an divyezhegezh abred e vez savet ur bochad kevreoù etre an nervennoù ar pezh a gasehe àr-eeun barregezhioù ouzhpenn er matematikoù. »