Skipailh pedagogel 2020-21

Distro Skol 2020-21 :

Bout ‘zo 31 bugel dasparzhet e 3 glasad e Skol Diwan Rianteg get 2 skolaer titlet get ar stad hag ur skolaer “Diwan” en distro-skol 2020-2021: klas Yannig Poulhazan ha Mary Guillemoto (CE-CM), klas Emmanuelle Le Ray hag Emilie Leclerc (re vihan TPS, PS, MS), klas Mael Le Goff (Re vras – CP) . Mael ar Goff zo renour ar skol.

2 skoazellerez a sikoura ar skipailh  : Tiphaine Dupont (re vihan ha re grenn) ha Rozenn Le Gleut (re vras-CP).

Ag an tu kleiz d’an tu dehou : Mary Guillemot, Rozenn Le Gleut, Tiphaine Dupont, Yannig Poulhazan, Emilie Leclerc (n’eo ket war ar poltred : Mael Le Goff hag Emmanuelle Le Ray).

Ar skol, bet digoret e 2009 a zo kevrataet get ar Stad mes an implijidi nann gelennerion a zo gopret get an AEP (kevredigezh kerent ar skol).

Evit en ober ar Skoazell (an eil kevredigezh, gant ur pal sevenadurel) a ganniga abadennoù a vil-vern (arvestoù, festoù-noz, kig ha farz…) evit gounid argant.