Kig ha farz da gas >> d’ar sadorn 27 a viz Meurzh 2021

“Bez ‘vo kig, bez ‘vo farz, bez ‘vo KIG HA FARZ ! “
DA RAGVIROUT
“KIG HA FARZ da gas”: an distro ! Kenlabourat e vo gant La Cuisine de Pap’Yves eus Rianteg, gant produioù e tonet ag ar vro-mañ !
Sikourit ar skol, dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr !
Penaos gober ?
1. MIRIT ho pred A-RAOK ar 24 a VIZ MEURZH, dre bellgomz (06 82 98 71 18) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com
2. DAIT da dapout ho pred àr marc’had Porz-Loeiz d’ar 27 A VIZ MEURZH etre 8eur30 ha 13eur.
3. DEBRIT, m’ho peus ket c’hoant bout debret !
PRIZ :
12€ lodenn ar re vras
6,50 € lodenn ar re vunut
Ha petra ‘vo evet ?
Da glebiiñ ho kourlañchen, e ginnigamp deoc’h bier D’Istribilh… ur bier a Vro Leon, ‘el rezon !75 cl : 6 € (5,50€ à partir de 3 bières )
33 cl : 3 € (2,80€ à partir de 6 bières)
skoazell.rianteg@gmail.com
06 82 98 71 18
TRUGAREZ VRAS : La Cuisine de PapYves (Rianteg)
Lait douceurs de Saint Sauveur – GAEC de Saint Sauveur (Berleuine) Ty Producteurs (kervignag) Gaec Des Etangs (Pleheneg) Moulin de Sebrevet (Lanvaodan) – D’Istribilh (Plouider)