Sonadeg livet war ar prim diwar benn Anjela Duval, Savet get ar strollad Famille Petitplus.E koun 40 vloaz marv ar varzhez Anjela Duval o deus Kuzul Skoazell Diwan Rianteg, Mediaoueg Anjela Duval Rianteg ha Ti-kêr Rianteg em strollet evit kinnig abadennoù da enoriñ ar varzhez veur.
Arzourien ar Familh Petitplus a ginnig neuze lennadennoù divyezheg eus oberenn Anjela, gant sonerezh ha klinklet gant tresadennoù savet war ar prim ha skignet war ur skramm vras e mod “sine-sonadeg”. Er familh Petitplus e kaver an arzourien : Christelle le Guen gant baroù-livañ ; Anne Auffret lennadenn e brezhoneg, Mia Delmaë e galleg;
Gildas le Buhé er saxo, Philippe Gloaguen d’ar gitar. Ur mod dreist ordinal ur sort da zizoleiñ pe adizoleiñ oberezh barzhez bro Dreger.
Tavarnig hag eskemmoù da heul.
Titouroù :
Pelec’h : Sal Kleweled Rianteg, tal skol Paul Emile Victor. Ru ar braden
Priz : 12 € priz leun / 8 € priz distaol (digoust dindan 12 vloaz), (distaol evit an dud dizimplij, studierien… ), evit Diwan Rianteg
140 plas, Mirout ma fell deoc’h dre : skoazell.rianteg@gmail.com / 06.84.89.62.61
Tu zo deoc’h mirout ivez ur vandenn dreset (roman grafik) bet savet gant Christelle Le Guen, en ur laret deomp (15€), ul lodenn a zaio d’ar skol.
Ha ivez : Deuit da zizoleiñ diskouezhadeg Christelle le Guen e mediaoueg Rianteg. Diskouezhet e vo taolennoù/planchennoù ar vandenn-dreset grafel savet ganti diwar benn Anjela Duval.
Eus ar 14 A VIZ C’HWEVRER d’an 9 A VIZ MEURZH
Diskouezhadeg Christelle Le Guen.
Bres-tresadennoù hag engravadurioù (embannet gant Mignoned Anjela)
MER. 23 a viz C’HWEVRER • 14H30
Atalier dizoloiñ ha deskiñ an engravadurioù montypoù,
Kaset da benn gant Christelle Le Guen.
Evit an holl, adalek 7 bloaz. Digouest. Dre enskrivadur d’ar 07 77 34 91 82.