Category Archives: Doereioù

CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!

Get ur gwir plijadur e embann Skoazell Diwan Rianteg ur bladenn CD bet krouet get bugale hor skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour zo bet kaset da benn get ar vugale, evit kinnig deomp, ha d’hon divskouarn un 10 ton brav e brezhoneg. 150 skouerenn zo bet embannet, unan zo bet profet da bep tiegezh ag ar Skol, da bep arzour, da bep den bet ‘barzh jeu. Ur bladenn zo profet ivez da bep krouadur bet é kanal er bladenn-mañ, lod kuitaet ar skol gete dija. Moaien vo deoc’h pellgargiñ ar bladenn, àr an holl diazoù pellgargiñ (adal ar 26 a viz Genver 2021). Posubl vo selaou doc’h an tonioù e kement lec’h tro-dro d’ar voull-douar !

Trugarekaat a raomp a greiz-galon an arzourien o deus kemeret perzh a youl-vat, kerent an AEP/Skoazell o deus roet ag o amzer evit kas da benn ar raktres-mañ hag ar skipailh pedagogel ivez. Diwan zo ur skol dibar pa vez kaoz ag ar sevenadur treuzkaset, ar bladenn-mañ a zo un testeni frouezhus a gement-mañ. Un testeni eo ivez ag al labour kaset get ar skol àr tachenn an arzoù hag ar sevenadur. Dre ar blijadur da gomz, ar c’han hag ar c’hrouiñ e vo savetaet hor yezh ! Kanomp uhel neuze !

Une partie des artistes et bénévoles : Yves Jego, Yann Raoul, Momo Jouanno, Etienne Callac, Tristan An Nedeleg, Mael Ar Gov

Trugarez vras d’an holl arzourien o deus labouret a youl vat evit skoazelliñ Diwan : Etienne Callac, Roland Conq, Amelie Les Crayons, Yann Raoul, Yves Jego, Momo Jouanno, Youn Kamm, Mael ar Gov, Tudi Le Cam, Paol Callac, Mael Paillot, Yves le Guennec. Trugarez da Suzie Guillermic evit ar graferezh, ha da Ronan Jossec evit ar son-veskañ hag ar mastering.

 

Trugarez a-greiz galon da Radegonde Jouanno, brezhonegerez a-vihanik a Rianteg, treuzkaset geti deomp an ton Deomp da Rianteg da vale, Trugarez d’ar familh Runigo evit an daou don dastummet gete : Brandi Sant-Iwan hag Hei, Hei d’ar marc’had.

 

Skouerennoù a zo da werzhiñ ivez, m’ho peus c’hoant profiñ lod : 10 € ar CD, àr ar lec’h e Skol Diwan Rianteg, pe dre bostel da skoazell.rianteg@gmail.com, pe dre ur brenadenn kaset dre ar post er boutik.mignoned.bzh

Da bellgargiñ en holl diazoù pellgargiñ dre ho koumanantoù pe dre e breniñ en-linenn (Deezer, Spotify, Apple music…)

Kavit amañ un tañva a bep ton, selaouadenn vat deoc’h !

Evit mont peloc’h geti :

Setu Radigon Jouanno (bet ganet Stefanoù) e Kerbuñs e Rianteg, er blez 1925. 96 blez eo, ha memor ar gumun eo hi. Ur vrezhonegerezh a vihanik eo, hag ur bochad istoerioù ha sonenoù zo geti en he fenn. Trugarez vras deoc’h Radigon !

Radigon Jouanno, “Spered ar vro”, Spered rianteg ! @Poltred Beneat Allaire

 

 

Anv orin an ton “Deomp de Rianteg da vale” a zo ‘benn ar fin “Idan ur blez daomp da Gervignag da vale”, kanet amañ get Radigon Jouanno.  Kempennet eo bet, ‘vel un taol-lagad d’hor Skol diazezet e Rianteg.  Dastumet eo bet ar sonenn get Beneat Allaire, a Lokmikaelig.

(Français) Dons / Profoù

Désolé, cet article est uniquement disponible en français.

Demat deoc’h,

Comme nous le savons bien, nous sommes une école faisant partie du réseau Diwan : des écoles associatives, gratuites et laïques, ouvertes à tous, où l’enseignement est dispensé en BRETON !

Jouer, apprendre, communiquer, compter, rire, vivre… en breton !
On appelle « immersion » ce bain linguistique et culturel quotidien : il permet de devenir bilingue en breton et en français.
La maîtrise des deux langues apporte une ouverture culturelle et éveille à la diversité linguistique. De plus, ce bilinguisme précoce, dont les bienfaits ne sont plus à démontrer dans le domaine de l’éducation, nourrit et favorise l’ensemble des apprentissages scolaires.

Pour assurer le fonctionnement de l’école (achat de mobilier, matériel pédagogique (livres, jeux…), entretien du bâtiment et de la cour, salaires des ASEM, sorties pédagogiques, etc.), les parents des élèves se réunissent pour organiser différentes animations (kig ha farz, restauration Avis de Temps Fort, vente de sapins de noël, de calendriers, tombola…) qui permettent le financement de l’école.

Malheureusement, la situation sanitaire que nous avons tous subi en 2020 a obligé l’annulation des nos évènements les plus profitables ce qui risque d’avoir des effets désastreux sur les finances de l’AEP (l’Association d’Education Populaire constituée des parents d’élèves qui gère le fonctionnement de l’école) à compter de 2021.
En effet, la trésorerie de l’AEP était saine en début d’année 2020-2021 et devrait se trouver à l’équilibre en fin d’année scolaire (sauf en cas de frais imprévus ce dont nous ne sommes jamais à l’abris), mais à partir de l’année 2021-2022 nos dépenses vont dépasser nos rentrées d’argent. C’est inévitable.

Continue reading (Français) Dons / Profoù

Kig Ha farz da gas – 12/12

Ha soñj mat ho peus eus predoù lipous Skol Diwan Rianteg ? Ne vo ket aozet ur pred gant sonerezh ar bloaz-mañ gant skipailh ar skol siwazh, MET… war marc’had Pozh-Loeiz e vo gwerzhet “KIG HA FARZ da gas” d’an 12 a viz Kerzhu, fardet gant Patrick Tanguy eus Tregunc !!!
Sikourit ar skol, en ur zibi kig ha farz trankilig er gêr !
Penaos ober ?
1. MIRIT ho pred  dre bellgomz (06 82 98 71 18) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com
2. DEUIT da dapout ho pred war marc’had Porz-Loeiz d’an 12 A VIZ KERZU etre 8eur30 ha 13eur.
3. DEBRIT ar c’hig ha farz da gas el lec’h & d’an eur a fello deoc’h !
ar pred (gant peadra da zibi!!!) a zo gwerzhet 12 euros.
Kit e darempred ganeomp !

 

Delphine, Maelaig, Stéphanie et Emilie

Dorioù Digor DIFETIS

Ur mare pouezus eo an dorioù-digor evit kement tad ha mamm, pa za ar mare da ‘n em soñjal evit enskriviñ e grouadur en ur skol. Setu un digarez da ober anaoudegezh get un endro skol ha kavout respontoù d’ar goulennoù boutin èl: ur skol kevredigezhel ? Deskiñ brezhoneg, posupl evit ur c’hrouadur desavet en ur familh get galleg hepken? Petra eo an hentennoù kinniget ? Hag ar skolaerien, penaos int stummet ? Petra ‘vez debret er c’hantin, ha mat eo ar boued ?

Dorioù Digor Difetis ! Sell aze ar pezh a vo kinniget ar blez-mañ get Skol Diwan Rianteg evit kinnig d’ar gerent ar muiañ ar gwellañ a respontoù er prantad drol-mañ, hani an enkadenn yec’hedel. An darvoud a vo etre ar lun 16 hag ar gwener 20 a viz Kala-Gouiañv 2020.

Met…. Penaos e vo aozet an traoù enta ?

Ken simpl ha tra : pedet eo ar gerent da bellgomz da renour ar skol, Mael Ar Gov, hag en em aoziñ ur prantad eskemm getoñ ha perek pas un eskemm en-linenn, dre ar skrammoù.

Pellgomz : 02 97 84 50 63
Postel : skol.rianteg@diwan.bzh
Chomlec’h : Hent-dall ar skolioù, 56670 Rianteg

Evit klokaat an eskemm-se o deus savet, kerent Skol Diwan Rianteg, ur filmig evit kinnig ar skol hag an abadennoù heuliet get ar skolidi ag ar c’hlasoù bihanañ betek ar CM2.

betek tuchant !

Haute Définition

Dorioù digor-enskrivadurioù

Ur sizhuniad enskrivadurioù a vo dalc’het adal ar lun 8 a viz Mezheven betak ar gwener 12 er skol.
Dait e darempred geneomp evit dizoleiñ ar soubidigezh, an divyezhegezh hag hor skol èl-just! Ma n’hor ket dijabl e c’hellit tapout un emgav get ar renourez. Pellgomzit dezhi pe kasit ur bostel d’ar skol.

Pgz: 02 97 84 50 63
Postel: skol.rianteg@diwan.bzh