E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.
Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.
Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.
Skol Diwan Rianteg a zegemer 32 bugel o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2.
Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.
Kelennet e vez Saozneg adalek ar CE2[
Rener : Maël LE GOFF – Tél. : 02 97 84 50 63
chomlec’h mail : skol.rianteg@diwan.bzh
Skol Diwan Rianteg – Hent dall ar skolioù – 56670 Rianteg:]