Fest noz skol sonerezh SONAM

Sell aze ar wech kentañ eo deomp kenaozañ fest noz ar Skol Sonerezh ar c’hornad : SONAM. D’ar Sadorn 25 a viz meurzh e vo e sal Beg er Lann e Stez Elen. .Programadur ar fest : Boued get Diwan Rianteg adalek 6eur d’enderv er memes koulz eget an Apero-Kanet (digoust). + tavarn . Digoradur… Continue reading Fest noz skol sonerezh SONAM

Published
Categorized as Darvoudoù

DORIOU-DIGOR d’an 11 a viz Meurzh

Deuit da zizoleiñ skol Diwan Rianteg, disadorn 11/03 etre 10e ha kreisteiz. Tu vo deoc’h kejañ gant ar Renour (Mael ar Goff) ha kerent ar skol. 1 atalier krampouezh a vo ivez.

Published
Categorized as Darvoudoù

KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023

Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr (250 lodenn koumandet) ! Penaos gober ? Diwallit KHF nemetañ ar gouiañv kinniget get hor skol e vo. Mirit buan ho lod. – MIRIT ho pred A-RAOK ar merc’her 1añ a viz Meurzh dre bellgomz ( 06.98.27.64.56 ) – DAIT da dapout ho… Continue reading KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023

Published
Categorized as Darvoudoù

Labourioù er skol : Ag ur porzh-skol “maenek” d’ur “porzh-liorzh”

Exif_JPEG_420

Kerent Skol Diwan Rianteg o deus labouret stank-ha-stank e-pad dibenn-sizhun an 11-12 a viz C’hwevrer 2023. Labouret o deus evit mad o bugale hag evit mad an endro : distrujet zo bet lodennoù maenek ar porzh-skol evit o leuniiñ get douar ha plantiñ gwez enne. Ar chanter-mañ zo bet kaset da benn goude 1 blezad… Continue reading Labourioù er skol : Ag ur porzh-skol “maenek” d’ur “porzh-liorzh”

Published
Categorized as Keleier

Lennadennoù evit ar vugale e mediaoueg Rianteg

Tristan Le Nedeleg, membre du comité de soutien, a assuré la première lecture

Prantadoù lenn e brezhoneg a vez kinniget gant kerent Kuzul Skoazell Diwan Rianteg e mediaouegoù Lokmikaelig ha Rianteg. Lenn pennad an Télégramme Lenn pennad ar Ouest France ivez

Published
Categorized as Darvoudoù

Brezhoneg er maez a skolioù ? Ya ‘vat ! Lennadennoù e brezhoneg e mediaoueg Rianteg ha kani Lokmikaelig 

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg bep eil merc’her etre miz Genver ha Mezheven, da 4e30 G.M. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha dizoloiñ ar… Continue reading Brezhoneg er maez a skolioù ? Ya ‘vat ! Lennadennoù e brezhoneg e mediaoueg Rianteg ha kani Lokmikaelig 

Published
Categorized as Darvoudoù