Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”

Degemer a ra kastell erdurand an diskouezadeg Envor evit ar festival Deizioù kaset da benn gant emglev Bro an Oriant etre ar 16 a viz C’hwevrer 2024 hag ar 16 a viz Meruzh. Aurélia, kelennerez arzoù-kaer he deus kaset da benn ul labour war tem ar memor. Livañ a ra, meskañ a ra teknikoù ivez… Continue reading Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”

Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg

D’ar merc’her 21 a viz C’hwevrer 2024 e aozomp hon kentañ abadenn lenn evit ar babigoù (0-3 bloaz). Da 10e15 e Mediaoueg Anjela Duval e Rianteg. Deuit da lakaat ar brezhoneg da vout klevet gant ar pouponigoù ! Kinnig a reomp aze deoc’h hor gentañ prantad “babigoù lenner”, Aozet e-doug devezh etrevroadel ar yezhoù mamm… Continue reading Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg

Published
Categorized as Darvoudoù

Un mintiniad maez ar skol

Exif_JPEG_420

D’ar sadorn 13/01/2024 eo bet aozet skignadenn ur film hir vrav evit ar vugale. Kazi 50 den a oa. Goude-se , aet eo ar familhoù da zeskiñ un nebeut rimadelloù ha kananennoù en EFFET MER, e bourk Rianteg. Un 20 den bennak zo aet-di. Plijus e oa. Al levrig pedagogel da bellgargañ e PDF amañ… Continue reading Un mintiniad maez ar skol

Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !

Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer. Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an… Continue reading Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !

Published
Categorized as Darvoudoù

Un abadenn nedeleg 2023 a galite !

(Crédit photo / poltred gant / Gwenc'hlan Broudig)

Deuet eo ar strollad a-vicher Katell ha Fred evit gouel Nedeleg ar skol. E-pad 45 vunutenn o deus ar vugale diskouezhet deomp un abadenn a galite. Degemeret e oa bet an arzourien er skol un hanter dervez araok an darvoud ha goude-se e voe bet labouret an tonioù gant ar skipailh bedagogel. Ar holl bugale… Continue reading Un abadenn nedeleg 2023 a galite !

Published
Categorized as Darvoudoù

Erruet eo deiziadur DIWAN 2024

Kinnig a reomp deoc’h, ‘giz bep bloaz, deiziadur Diwan 2023, savet gant skipailh skol Diwan Sant-Brieg ar bloaz-mañ. 50% eus ar gounidoù a zaio da Ziwan Rianteg. “ Kroazamzer” eo tem ar bloaz-mañ. Kavet vo ganeoc’h e-barzh un destennig fromus dre viz asambles gant ur skeudenn vrav. E fin an deiziadur ho po tro da… Continue reading Erruet eo deiziadur DIWAN 2024

Published
Categorized as Darvoudoù

Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg bep eil merc’her etre miz Genver ha Mezheven, da 4e30 G.M. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha dizoloiñ ar… Continue reading Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù

Published
Categorized as Darvoudoù