(Français) Porte Ouvertes du 2 Avril 2022

Sadorn 2 a viz Ebrel 2022 : Deuit e dorioù-digor skol Diwan Rianteg, da gejañ gant ar renour ha kerent ar skol …

Bugale zo ganeoc’h? bet ganet etre 2016 ha 2020, arabat straniñ. Deuit e Diwan Rianteg. Evit gwriziennañ mat ar brezhoneg, eo ret d’ar vugale kregiñ gant ar brezhoneg dre soubidigezh araok 6 bloaz, har ar c’hlasad CP.

Ur skol dre Soubidgezh eo Diwan dindan kevrat-stad  abaoe  30 vloaz, laik ha digoust eo hor skolioù. Ur rouedad 4000 bugel zo e Diwan, 50  skol , 6 skolaj ha 2 lise.

Titouroù :

Sadorn 2/04 : adal 9e da 12e00

PGZ: 02 97 84 50 63

Postel : skol.diwan.rianteg@gmail.com

Chomlec’h : Hent-dall ar skolioù, 56670 Rianteg

Renour: Mael Le Goff

Kig ha Farz da gas – 26/03/2022

Demat d’an holl !

Sikourit ar skol, dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr (250 lodenn koumandet) ! Penaos gober ?

– MIRIT ho pred A-RAOK dre bellgomz ( 06.64.18.31.76 ) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com

– DAIT da dapout ho pred ar marc’had Porz-Loeiz d’ar 26 a viz meurzh  etre 8eur30  ha 12eur.

– DEBRIT, m’ho peus ket c’hoant bout debret !

PRIZ : 12€ (ur plad karget mat eo, peadra da lakaat 2 zen yaouank da zebriñ, sur).

Ha petra ‘vo evet ‘ta ? Da glebiiñ ho kourlañchen, e ginnigamp deoc’h bier D’Istribilh… ur bier a Vro Leon, ‘el rezon !  Priz ar bier :   75 cl : 6 € (5,50€ à partir de 3 bières )   –   33 cl : 3 € (2,80€ à partir de 6 bières).

Ma faot deoc’h urzhiañ ouzhpenn 3 bier, ret eo deoc’h klokaat an daolenn amañ. Jedadenn ho koumanant a vo emgefrek:

>>> Taolenn urzhiañ ar bier amañ <<<<<

Trugarez vras deoc’h !

SONADEG e koun Anjela Duval  / CONCERT en Hommage à Anjela Duval

Sonadeg livet war ar prim diwar benn Anjela Duval, Savet get ar strollad Famille Petitplus. >> DALEET D’ar GWENER 29 A VIZ EBREL 2022

E koun 40 vloaz marv ar varzhez Anjela Duval o deus Kuzul Skoazell Diwan Rianteg, Mediaoueg Anjela Duval Rianteg ha Ti-kêr Rianteg em strollet evit kinnig abadennoù da enoriñ ar varzhez veur. Kinniget e barzh program festival an Deizioù 2022.

Arzourien ar Familh Petitplus a ginnig neuze lennadennoù divyezheg eus oberenn Anjela, gant sonerezh ha klinklet gant tresadennoù savet war ar prim ha skignet war ur skramm vras e mod “sine-sonadeg”. Er familh Petitplus e kaver an arzourien : Christelle le Guen gant baroù-livañ ; Anne Auffret lennadenn e brezhoneg, Mia Delmaë e galleg;

Gildas le Buhé er saxo, Philippe Gloaguen d’ar gitar. Ur mod dreist ordinal ur sort da zizoleiñ pe adizoleiñ oberezh barzhez bro Dreger.

Tavarnig hag eskemmoù da heul.

Titouroù :

Date : Reporté au vendredi 29 AVRIL 2022

Pelec’h : Sal Kleweled Rianteg, tal skol Paul Emile Victor. Ru ar braden

Priz : 12 € priz leun / 8 € priz distaol (digoust dindan 12 vloaz), (distaol evit an dud dizimplij, studierien… ), evit Diwan Rianteg

140 plas, Mirout ma fell deoc’h dre : skoazell.rianteg@gmail.com  / 06.84.89.62.61

Darvoud Facebook

Tu zo deoc’h mirout ivez ur vandenn dreset (roman grafik) bet savet gant Christelle Le Guen, en ur laret deomp (15€), ul lodenn a zaio d’ar skol.

Ha ivez : Deuit da zizoleiñ diskouezhadeg Christelle le Guen e mediaoueg Rianteg. Diskouezhet e vo taolennoù/planchennoù ar vandenn-dreset grafel savet ganti diwar benn Anjela Duval.

Eus ar 14 A VIZ C’HWEVRER d’an 9 A VIZ MEURZH

Diskouezhadeg Christelle Le Guen.

Bres-tresadennoù hag engravadurioù (embannet gant Mignoned Anjela)

MER. 23 a viz C’HWEVRER • 14H30

Atalier dizoloiñ ha deskiñ an engravadurioù montypoù,

Kaset da benn gant Christelle Le Guen.

Evit an holl, adalek 7 bloaz. Digouest. Dre enskrivadur d’ar 07 77 34 91 82.

Skignadenn ar film “An alc’hwez aour”

Kinnig a ra Kuzul Skoazell skol Diwan Rianteg d’an dud da zont da welet un teul nevez ‘walc’h ( 52 mn, e brezhoneg). Sevenet gant Mikael Baudu.

MERC’HER 2 A VIZ C’HWEVRER 2022 – 8H30 noz- Sal Kleweled Rianteg (tal ar skol Paol Emile Viktor) – 4 € evit skoazellañ Diwan. Un darvoud kinniget gant ar skol e mesk Festival an Deizioù 2022 (Aoz. Emglev Bro an Oriant).

Ur gaozeadenn a vo da heul e brezhoneg, gant ar sevener Mikael Baud (troet war ar prim e galleg, gant tokarnioù son).

“An alc’hwez aour” : Er barzhoneg-mañ e kont Anjela Duval  ez eus bet taolet un alc’hwez aour en traoñ ar mor.  Ur rummad tud nevez a rank adkavet anezhañ evit dibrennañ dorioù an tour e-lec’h ma kavint un teñzor  a roio tu dezho da vevañ en o bleud en o sevenadur hag o identelezh. Ur skeudenn eus tonkad ar Brezhoneg e-kerz an 50 vloaz tremenet evel m’eo kontet gant an teulfilm-mañ.

Er bloavezhioù 60 e veze komzet ar yezh ingal e kêriadennoù Breizh Izel, met chomet e oa a-sav ar bras eus an dud da gomz anezhi ouzh o bugale.

D’an deiz hiziv un 20 000 bugel bennak a zesk ar yezh e skolioù divyezhek. Pep bloaz e vez degadoù a dud o vont da zeskiñ ar yezh dre ar stummadur dibaouez evit ijinañ ur vuhez gant ur vicher nevez.  Diaes eo beajiñ war hentoù pe e kêrioù  Breizh Izel hep merzout panelloù divyezhek…

Daoust m’ emañ ar bras eus ar vrezhonegerien en tu hont da 70 vloaz ez eus bremañ ur rummad nevez a vrezhonegerien. Kemer a ra ar yezh he flas muioc’h mui dindan hon daoulagad, met strishaet eo he zachenn implij  ha ne glever anezhi war ar pemdez nemet en un nebeud skolioù kevredigezhioù, ostalerioù, embregerezhioù stag ouzh ar media, pe kêriadennoù e-lec’h ma vev tud kozh dreist-holl.

 Sell ar Vretoned ouzh o yezh en deus cheñchet en ur ober 50 vloaz,  un emdroadur diheverz a zo deut da heul un hentad hir a stourmoù evit ma vije anavezet gwelloc’h ar yezh er plas foran.

An teulfilm-mañ a gont ar stourmoù-se gant dielloù, sav-boent sokiologourien hag istorourien ha testeni emsaverien o deus stourmet evit  klask cheñch penn ar vazh…

Kenbroduet gant  Gwengolo Filmoù, France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb, Kevre Breizh

Filmig brudañ:  https://www.youtube.com/watch?v=2FoWQYA9bH0

(Français) Les portes ouvertes de février arrivent

Sadorn 2 a viz ebrel 2022 : Dorioù-Digor skol Diwan Rianteg. Deuit da vizitiñ ar skol gant ar Renour, ha da gomz gant kerent all ag ar skol…

Dijoloit ur skol dre soubidigezh, e Bro Porzh-Loeiz. Digor bras eo an enskrivadurioù evit ar vugale bet ganet e 2016 (re vras), 2017 (re grenn), 2018 (re vihan), 2019 (re vihan tout) ha 2020 (a vo e klas ar re vihan toud e 2022-23). Pouezus eo enskrivaén e vugale e Diwan araok ar CP evit gellet gwriziennañ mat ar brezhoneg. ‘Blam da se eo ret ensrkvañ ar vugel araok kregiñ gant ar CP.

Ar SOUBIDIGEZH er skolioù Diwan zo ur splet a bouezh. 40 vloaz Skiant prenet a zo, hag ar skolioù zo dindan kontrad gant ar Stad abaoe 30 vloaz bremañ. Ar skol zo lik, digoust. Ur rouedad  ouhzpenn 4000 bugel a zo e Diwan (50 skol, 6 skolaj, 2 lise).

Titouroù:

Sadorn 2/04 : adal 9e da 12e00

Pgz: 02 97 84 50 63

Postel: skol.diwan.rianteg@gmail.com

Chomlec’h : Hent-dall ar skolioù, 56670 Rianteg

Renour: Mael Le Goff

Abadenn nedeleg e Diwan Rianteg

D’ar gwener 17 a viz Kerzu 2021 eo bet lidet nedeleg gant Skol Diwan Rianteg. Kuzul Skoazell ar skol n’eus oazet ur sonadeg gant ar strollad « Loened fur ha foll » (Morwenn Le Normand er c’han, Rolland Konk d’ar gitar). Setu un tañva eus an abadenn bet :

Bugale ar skol o deus desket kanaouennoù ar strollad e-kerzh an trimiziad tremenet, ha deuet e oa ivez an arzourien er skol da labourat gant ar skolidi.

Un abadenn vrav, digoust evit an dud, a drugarez da sekour Skoazell Rannvro Breizh, dre ar Gip Kafe-Kultur a bae ul lodenn eus gopr an arzourien. Pouezhus e oa deomp derc’hell kousto pe gousto un abadenn sevenadurel evit ar re yaouank, daoust d’an enkadenn yec’hedel. Ha deuet eo brav !

Ar skolioù Diwan a zo skolioù lec’h ma reer ur plas ledan da sevenadur Breizh, d’ar c’hrouiñ dre vras, d’ar c’han, d’ar c’hoariva, d’an abadennoù lieseurt pe vefe er skol pe kinniget gant Kuzul Skoazell ar Skolioù… Sell aze c’hoazh un abeg d’ober ton d’ar sevenadur, d’ar brezhoneg, e-maez an amzer skol avat.

Adkavit CD loened fur ha foll da brenañ amañ : https://boutik.mignoned.bzh/fr/s/pack-naissance-idee-cadeau/

Adkavit an tonioù e streaming pe dre bellgargañ : https://www.deezer.com/fr/album/43068941

Tonioù Morwenn ha Rolland da selaoù aze ivez : https://www.youtube.com/watch?v=03SnY0C5I8g

“KIG HA FARZ da gas”: an distro !

Sikourit ar skol, dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr !

Penaos gober ?– MIRIT buan ho pred A-RAOK dre bellgomz ( 06.64.18.31.76 ) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com– DAIT da dapout ho pred ar marc’had Porz-Loeiz d’ar 11 A VIZ DU etre 9eur ha 12eur.– DEBRIT, m’ho peus ket c’hoant bout debret !
PRIZ :12€
Ha petra ‘vo evet ‘ta ? Da glebiiñ ho kourlañchen, e ginnigamp deoc’h bier D’Istribilh… ur bier a Vro Leon, ‘el rezon ! 2 vrav a video ‘zo da zizoleiñ :
Klip a ziwar benn ar vraserezh :
priz ar bier :75 cl : 6 € (5,50€ à partir de 3 bières )33 cl : 3 € (2,80€ à partir de 6 bières)
Ma faot deoc’h ouzhpenn 3 bier, ret eo deoc’h klokaat an daolenn amañ. Jedadenn ho koumanant a vo emgefrek : >>>>  https://docs.google.com/spreadsheets/d/1VZ6QkI6uPIP1DMmfXWe3oopHEE_
Diwallit, arabat lemmel koumanantoù an dud all.
Trugarez vras deoc’h evit ho skoazell

Kentañ Foar Ar Laou Diwan Rianteg !! d’an 28/11/21

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e gentañ Foar ar Laou er gumun ! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie), e Rianteg e vo, d’ar sul 28 a viz DU 2021. Digor etre 9eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.

Gweladennerien : 1 € ar mont ‘barzh, pass yec’hedel goulennet hervez reolennoù ar momant.

Standourien : 200 metrad stand a vo, etre 40 hag 50 stand : mirit hoc’h hini ivez : 7 € an daol (prestet) a 80 cmx120 cm. Tu zo prenañ meur a daol.  Mirout ur plas : 06 16 46 82 60 pe skoazell.rianteg@gmail.com Staliañ : 7eur/9eur vintin. Distaliañ : goude 6eur noz

>>>> Folenn enskrivañ standourien <<<<<

Ur stand vras a vo gant dafar Kuzull Skoazell Diwan da werzhañ : profit traoù da werzhañ ma fell deoc’h, ha kasit se deomp war ar stand, d’ar sadorn 27 G.M pe d’ar sul 28 ar araok 9eur vintin.

PS : klask zo war tud a youl vat : kehentiñ (araok an darvoud), met ivez staliañ ar sal (taolioù da staliañ sadorn 27 goude merenn) ha d’ar sul : mont-tre ar weladennerien, tavarnig, stand degemer ar standourien, derc’hell stand ar Skol, renkañ an taolioù e fin an deiz ha kempenn ar sal.

Trugarez deoc’h !

Labourioù evit gwelaat ar skol en hañvez 2021

Kerent ar skol o deus labouret mat evit gwelaat ar skol en hañvez-mañ (2021) :

– Kempenn leur karelet ar privezioù,

– Lakaat ur sal klas hervez an normoù tredan,

– Klinklañ, livañ ….

– Liorzhañ ha kempennadennoù munud…

Un aergelc’h a-feson a oe, ha tud youlek. Sell aze penaos eo tremenet an traoù. Raktresoù labourioù all zo war ar stern, da skouer gwelaat ar porzh-skol en ur grouiñ un dra “porzh-jardrin” gant muioc’h a glasvez marteze, pe c’hoazh digreskiñ an gosumiñ tredan n’ur cheñch ardivinkoù zo (tommezrezhioù tredan pe c’hoazh cheñch ar gouleier neon gant led) pe c’hoazh livañ talbenn ar skol.

Dorioù-digor d’ar sadorn 26 a viz Even : 9e/12e

Deuit da zizoleiñ Skol Diwan Rianteg, ur skol e brezhoneg penn dre benn (pedagogiezh dre soubidigezh), digoust, lik, digor d’an holl vugale ag an holl gumunioù tro àr dro.

Dorioù-digor d’ar sadorn 26 a viz Even 2021,  adal 9e betek 12e, ar renour vo aze ha kerent all ivez.

Hent dall ar skolioù , 56670 Rianteg

Renour : Mael Ar GOFF

Pel : 02 97 84 50 63

skol.diwan.rianteg@gmail.com

Diwan ? Perak ‘ta ?

Etre 0 ha 7 vloaz e vez savet o galloud da gomz gant ar vugale. Ur wech hepken e vez savet ar galloud-se er vuhez a-bezh.

D’ar mare-se eo e vez diorroet e zivskouarn hag e varregezh da zistagañ sonioù gant ar bugel. Tapout a ra kement tra a c’hall klevet tro-dro dezhañ. Klevet meur a yezh zo evitañ un doare da binvidikaat ha d’en em zispakañ.

An divyezhegezh a vez savet en un doare speredek ha broudus evit ar bugel pa vez liammet ar yezh gant hec’h endro (sevenadurel, afektivel ha sokial).

Ar brezhoneg eo ar yezh a vez komzet ar muiañ goude ar galleg e Breizh. Gallout a reer klevet anezhañ bemdez en anvioù-lec’h, anvioù an dud, ar mediaoù, an Internet, ar rouedadoù sokial, an embann, ar c’hreizennoù-dudi ha muioc’h-mui er bed micherel.

Neuze tadoù ha mammoù, bec’h dezhi !

Donemat en ecole.bzh

Ur skol digor d'an holl