E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.
Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.
Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.
Skol Diwan Rianteg a zegemer 45 bugel (bloavezhiad skol 2023-24) o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2. Teiz glasad lieslive a gonter er skol.
Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.
Les derniers articles :
- Noziad teulfilmoù diwar benn istor DiwanYann Herle Gourvez bet e mesk ar 5 skoliad kentañ bet e Diwan e Bro Leon, e 1977 neus kontet deomp e hent, ha penaos en deus kemeret perzh e krouidigezh Diwan Rianteg e 2009. Odile Kerzhero, neus krouet eil skol Diwan Naoned e kreiz ar bloavezhioù 80. Keuz ebet ganti, hag anat e oa… Continue reading Noziad teulfilmoù diwar benn istor Diwan
- Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilhBilañsig : gwerzhet eo bet 270 lodenn Kig ha Farz war marc’had porzh-Loeiz d’an 30 a viz Meruzh + 150 voutailhad distribilh. Gounezet eo bet tro 2000 € evit ar skol Diwan. Trugarez d’an holl. ————————– Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ? – MIRIT ho… Continue reading Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh
- Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !d’ar sadorn 16 a viz meurzh pa oe aozet dorioù-diogr ar skol, hon eus bet ar blijadur da zegemer François (tad-kozh bugale ag ar skol). Desket n’eus da lod ar gerent penaos aozañ an toaz gwinizh du (ar bras). Ha da oude eo bet desket troiñ ar grampouezh. Implijet eo bet meur a ostilh Ar… Continue reading Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
- Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”Degemer a ra kastell erdurand an diskouezadeg Envor evit ar festival Deizioù kaset da benn gant emglev Bro an Oriant etre ar 16 a viz C’hwevrer 2024 hag ar 16 a viz Meruzh. Aurélia, kelennerez arzoù-kaer he deus kaset da benn ul labour war tem ar memor. Livañ a ra, meskañ a ra teknikoù ivez… Continue reading Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”
- Kentañ abadenn “babig lenner” e RiantegD’ar merc’her 21 a viz C’hwevrer 2024 e aozomp hon kentañ abadenn lenn evit ar babigoù (0-3 bloaz). Da 10e15 e Mediaoueg Anjela Duval e Rianteg. Deuit da lakaat ar brezhoneg da vout klevet gant ar pouponigoù ! Kinnig a reomp aze deoc’h hor gentañ prantad “babigoù lenner”, Aozet e-doug devezh etrevroadel ar yezhoù mamm… Continue reading Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
- Un mintiniad maez ar skolD’ar sadorn 13/01/2024 eo bet aozet skignadenn ur film hir vrav evit ar vugale. Kazi 50 den a oa. Goude-se , aet eo ar familhoù da zeskiñ un nebeut rimadelloù ha kananennoù en EFFET MER, e bourk Rianteg. Un 20 den bennak zo aet-di. Plijus e oa. Al levrig pedagogel da bellgargañ e PDF amañ… Continue reading Un mintiniad maez ar skol