All posts by diwan rianteg

Kevredigezh an deskadurezh pobl

L’AEP est constituée d’un bureau renouvelé tous les ans. Tous les parents d’élèves sont membres de l’AEP.

Les missions de l’AEP sont :

– La gestion de l’école (bâtiment, logistique)

– L’emploi du personnel non enseignant (ASEM)

– L’organisation de certaines journées festives (arbre de noël, fête de l’école)

– Le lien entre parents et enseignants.

Karta skolioù Diwan

1. Digor eo ar gevredigezh Diwan d’an holl familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh e brezhoneg d’o bugale, hep diforc’h sokiomicherel, prederouriezhel pe bolitikel. Digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù.

2. Bez’ez eus eus Diwan abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg; goulenn a ra groñs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur en holl domanioù ar c’helenn.

3. Distag eo Diwan diouzh pep aozadur prederouriezhel, politikel, sindikadel, h.a. Rak-se ec’h embann Diwan e c’houlenn groñs he stourm ma vo doujet da gredennoù relijiel, prederouriezhel pe politikel he holl izili forzh pere a vefent gant ma ne vint ket kontrol da Zisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den. An habaskter hollret-mañ a gas Diwan da zifenn ha da vroudañ al laikelezh en he c’helennadurezh ha dont da c’hred da frankiz soñjal pep hini.

4. Diwan a laka e plas ur c’helenn demokratel o kenlabourat a-zevri gant ar gerent, ar strollegezhioù lec’hel hag ar gelennerien. Goulenn a ra Diwan digant tud ar vugale krouiñ e-touez an tiegezh un aergelc’h emsav a-benn reiñ d’ar brezhoneg e blas en o buhez pemdez.

5. Gouestlañ a ra Diwan broudañ implij ar brezhoneg d’an holl liveoù e diabarzh ar gevredigezh; Eus un tu all e kas Diwan war-raok un diorroadur sevenadurel e brezhoneg a ro da bep bugel ar muiañ a gartennoù-trec’h evit sevel e-unan e zazont had a ro an tu da vugale Breizh da gemer e karg o endro naturel, sokial hag armerzhel.

6. Disklêriañ a ra Diwan bezañ a-enep pep unneuziadur yezhel, bezañ stag ouzh ar stummoù disheñvel a eztaoladoù sevenadurel, hag embann a ra n’eus nemet o c’henklokauster a zegas unaniezh ha kenbinvidigezh stroll. Ar brezhoneg kelennet e skolioù-mamm Diwan zo an hini implijet en o endro douaroniezhel ha denel.

7. A-du gant gwirioù dilammadus ar pobloù d’en em ezteurel dre o sevenadur dezho o-unan e c’halv Diwan kement hinienn zo tomm ouzh an demokratelezh, an aozadurioù sevenadurel breizhek, an aozadurioù sindikadel, re ar gelennerien peurgetket, da stourm a-gevret ganti evit muioc’h a justis hag a-enep pep furm a vac’homerezh sevenadurel.

8. Diskleriañ a ra Diwan bezañ kengred gant an holl bobloù a stourm evit o fersonded sevenadurel, lakaet e-barzh al labourererien enbroet, hag e embann e talvez o liesseurtegezh da binvidikaat glad mab-den.

Bienvenue !

E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.

Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 3000 bugel e 40 skol, eus ar skol-vamm betek al lise. Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.

Skol Diwan Rianteg a zegemer 46 bugel o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM1 (bugale CM1 a zigoro ar c’hlasoù all, tamm ha tamm). Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport…

Urzhiaterezioù a zo er skol. Kinniget e vez eurvezhioù studi e brezhoneg evit ar skolidi ivez, ha kentelioù skoazell evel er skolioù all. Saozneg a vez kelennet adalek ar CE2.

An eurioù: 8e45 – 11e45 / 13e30 – 16e30

Evit titouroù ouzhpenn e c’hellit mont e darempred gant ar skipailh pedagogel hag ar gerent.

Renerez : Anne-Hélène FICHE – Pellgomz : 02.97.84.50.63
Postel : skol.diwan.rianteg@gmail.com

Perak kas ma c’hrouedur da skolioù Diwan?

Les raisons qui conduisent les parents à mettre leur enfant en école diwan sont nombreuses et variées…

  • Les avantages d’un bilinguisme précoce sur le développement cognitif des enfants (voir ici) : facilité d’apprentissage de nouvelles langues, développement de facultés mathématiques ;
  • L’attachement à la langue et à la culture bretonne ;
  • Le désir d’une structure de petite taille, aux classes à effectifs réduits ;
  • Le désir en tant que parent de participer de manière importante à la vie de l’école, et rencontrer d’autres parents qui s’investissent ;
  • Favoriser une ouverture de l’enfant à d’autres cultures pour lui permettre de s’adapter au monde de demain ;

Une maman d’élève témoigne

Pourquoi avez-vous choisi l’école Diwan pour scolariser votre fille, alors que vous ne parlez pas breton ?
Nous ne parlons effectivement pas du tout breton chez nous, même si mon mari s’y remet tranquillement.  Au-delà du breton qui était important pour lui, ce qui me plaît est d’apporter le bilinguisme à notre fille. En effet, parler deux langues dans l’enfance prédispose le cerveau à acquérir de nouvelles langues facilement plus tard. C’est une chance que j’aurais aimée avoir.

Mais pourquoi l’école de Riantec spécialement ?
La proximité et l’accessibilité de l’école ont été un atout majeur dans notre choix pour Riantec. Pas besoin de passer des heures en voiture ! Un vrai luxe. Et puis nous avons accès à la cantine et au Relais des homards dans les mêmes conditions que les autres enfants de Riantec. L’accueil y est excellent.

L’école ne compte qu’une quarantaine d’élèves et n’a que 3 ans d’existence ce qui l’empêche de bénéficier de financement public. Cela ne vous a-t-il pas fait peur ?
Au contraire, comme pour toute petite structure, on retrouve la convivialité propice à un encadrement maximal des enfants. Quant ma fille est arrivée, elle portait encore la couche pour la sieste. Pas besoin de la stresser à devenir complètement propre pour l’entrée à l’école… Et, finalement, la fierté de dire à sa maîtresse qu’elle ne portait plus la couche a été un moteur pour une transition en douceur.
La convivialité se développe aussi entre les enfants et les parents. Les premiers accueillent les nouveaux : génial pour l’apprentissage de la solidarité. Les seconds apprennent à se connaître autour des manifestations pour l’école. C’est très enrichissant. Bref, je ne regrette absolument pas mon choix !

L’association Défis équipe l’école en informatique

L’école Diwan de Rianteg a, grâce à l’association Défis de Lanester, renouvelé son parc informatique. Ce sont aujourd’hui 7 machines fonctionnant sous le système d’exploitation Linux Ubuntu, totalement en breton, qui sont installées à l’école pour une utilisation par les élèves. Quatre machines sont dans la classe de Florence (CE2/CM1), deux sont dans la classe de France (GS/CP/CE1) et une est dans le bureau de l’équipe enseignante.

Equipement informatique