Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e trede Foar ar Laou e Rianteg! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie) e vo, d’ar sul 26 a viz DU 2023. Digor etre 8eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.… Continue reading Foar ar Laou Diwan Rianteg : an distro !
Darvoudoù
Deuit da blatañ plant flamboez !
Roet vez deoc’h emgav er sul mañ, d’ar 24 a viz Gwengolo da 10e30 war porzh-skol Diwan Rianteg (Hent-dall ar skolioù, 56670 RIANTEG). Evit kenderc’hel gant ar raktres « Porzh-skol plantet » e kemero perzh kerent ar vugale, bugale ha tud all d’ur prantad platañ 20 gwezenn flamboez. Digor eo d’an holl an abadenn-mañ, kerent Diwan pe… Continue reading Deuit da blatañ plant flamboez !
Merenn-vihan ha digor-kalon an distro-skol !
Evit kregiñ mad ar bloaz, ez omp laouen o pediñ ac’hanoc’h da : merenn/digor kalon an distro skol, d’ar gwener 8 a viz Gwengolo Adalek 5e30 – War porzh ar skol. Da bep hini da gas traoù da zebriñ / evañ da rannañ gant ar re all.
Bededaw – fest ar paledoù hag ar sonerezh elektro e Lokmi
Nag ur blijadur evit Kuzul Skoazell Diwan Rianteg da gemer perzh en ur gouel a seurt se. Da greisteiz e groge gant sonerion ha kanerion breton, sonerezh elektronek ha so,adegoù a hed an deiz da c’houde. 40 skipailh er tournamant paledoù ! Skol Diwan Rianteg a ginnige ur stand er marc’had artizanel evit flapiñ gant… Continue reading Bededaw – fest ar paledoù hag ar sonerezh elektro e Lokmi
Avis de Temps Fort 2023
Bet oamp bet gant Kuzul Skoazell Diwan Rianteg da fardañ krampouezh ha da ginnig un davarnig e-kerzh darvoud arzoù ar straed Avis de Temps Fort. Dindan teir euriad meump servijet 400 pladad ! Plijadur zo bet ivez gant arvest Jonglerien, furlukinerezh ha sonerezh gant ar strollad Majordome. Abaoe 2012 e ra war dro Skol Diwan… Continue reading Avis de Temps Fort 2023
Un 50 den bennak e bale Kanet ar c’huzul skoazell
Sell aze baleerien deuet niverus d’an 8 a viz Ebrel paseet e Lokmikaelig. Ar steudad oe kaset gant kennerezed ar wech mañ, en o fenn : Elodie Jaffré, Guenael Hellou mes ivez Jeraldine et Marie-Odile deuet ag an douaroù da gas o zonioù ivez. Brav eo bet an dalc’h, ha dastummet eo bet 150 €… Continue reading Un 50 den bennak e bale Kanet ar c’huzul skoazell
Fest noz skol sonerezh SONAM
Sell aze ar wech kentañ eo deomp kenaozañ fest noz ar Skol Sonerezh ar c’hornad : SONAM. D’ar Sadorn 25 a viz meurzh e vo e sal Beg er Lann e Stez Elen. .Programadur ar fest : Boued get Diwan Rianteg adalek 6eur d’enderv er memes koulz eget an Apero-Kanet (digoust). + tavarn . Digoradur… Continue reading Fest noz skol sonerezh SONAM
DORIOU-DIGOR d’an 11 a viz Meurzh
Deuit da zizoleiñ skol Diwan Rianteg, disadorn 11/03 etre 10e ha kreisteiz. Tu vo deoc’h kejañ gant ar Renour (Mael ar Goff) ha kerent ar skol. 1 atalier krampouezh a vo ivez.
KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023
Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr (250 lodenn koumandet) ! Penaos gober ? Diwallit KHF nemetañ ar gouiañv kinniget get hor skol e vo. Mirit buan ho lod. – MIRIT ho pred A-RAOK ar merc’her 1añ a viz Meurzh dre bellgomz ( 06.98.27.64.56 ) – DAIT da dapout ho… Continue reading KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023
Skignadenn an dresadenn vev “Ar vigornez hag ar balum”
Deuit niverus gant ar vugale d’ar sadorn 11 a viz C’hwevrer, 10e30, e sal kleweled Rianteg (ru ar bradenn) da sellet ouzh un dresadenn vev vrav. Diveradenn : War karreg ur porzh kozh e kav hir he amzer ar vigornez vunut, an hunvre ganti beajiñ dre ar bed. En em gavout a ra, un deiz,… Continue reading Skignadenn an dresadenn vev “Ar vigornez hag ar balum”