Degemer Mat !

logo aepE 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù. Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 3000 bugel e 40 skol, eus ar skol-vamm betek al lise. Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh. Skol Diwan Rianteg a zegemer 50 bugel o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM1 (bugale CM1 a zigoro ar c’hlasoù all, tamm ha tamm). Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol. Kinniget e vez eurvezhioù studi e brezhoneg evit ar skolidi ivez, ha kentelioù skoazell evel er skolioù all. Saozneg a vez kelennet adalek ar CE1.

Ur skol digor d'an holl