Titouroù pleustrek

Pred-ti skol

Tost ag ar pred-ti skol emañ skol Diwan Rianteg. Bugale ar skol a c’hell bout enskrivet ennon ( goulenn get an ti-kêr)

Ar-un-dro get bugale skolioù arall Rianteg e vez atalieroù ha dudi evit ar re a zebr er c’hantin. Emant kinniget get an ti-kêr goude ar pred.

  •  Diwallerezh ha kreizenn dudi

Darempredoù hi deus ar skol get ar «Relais des homards », framm an ti-kêr a ra àr-dro an diwallerezh hag ar greizenn-dudi.

Da vintin e c’heller leuskel ar vugale en diwallerezh. Kaset e vez ar vugale d’ar skol get implijidi « Relais des homards ». Heñvel e vez da enderv-noz, implijidi « Relais des homards » a dap ho pugale er skol. Ouzhpenn e c’hell kemer perzh bugale skol kentañ derez er sport troskol (3 c’helc’hiad ar blez get 2 obererezh da choaziñ bep kelc’hiad). Enskrivet e vez ar vugale e « Relais des homards ».

  •  Obererezhioù er-maez an amzer-skol

Kement tra kinniget get tolpad an Oriant ha ti-kêr Rianteg a zo kinniget d’ar skol ivez.

E-korf ar blezioù paset o devoa bet ar vugale kentelioù neñval, hag ivez gweladenniñ ti enezenn Kerner troet àr-zu ar vevliesseurted er mor bihan.

Soñjoù arall a zo àr ar stern. Lies a-walc’h e ya ar vugale d’ober gwelloc’h anaoudegezh get o endro ken pinvik.

  •  Skoazell ha studi (skol kentañ derez)

Da greisteiz, daou zeiz ar sizhun e vez skoazellet ar vugale o deus afer.

Peotramant e c’hell bout sikouret ar vugale e-pad studi diret e brezhoneg. D’ar lun ha d’ar yaou e vo ar studi diret-mañ ( priz 1 euro/kentel)

  •  Doare enskriviñ

Adal daou vlez e c’hell bout enskrivet ar vugale mard int prop. Ne vern ket live kelenn ar c’hrouedur, na skol orin ar c’hrouedur. Memes mod eh eus tu d’enskriviñ ur c’hrouedur er skol e-pad ar blez. Bugale en tu arall kevrenn ar re vras a c’hell bout degemeret ma vez roet e asant get skipailh ar vistri-skol.

Daet da ziviziñ gete!

Liammet eo an enskrivadur get emezelañ e KDP (Kevredigezh an Deskadurezh Pobl) 20 euro pep familh. Evit frejoù an obererezhioù er-maez an amzer-skol e vo goulennet un tammig perzh.

Evit ar blezad 2012-2013 emañ 46 skoliad er skol betak live KE1 etre an 3 c’hlasad. Live KE2 a zigoro a-benn ur blez.