Conseils à l’usage des parents

(Diwan Breizh)
Kuzulioù da dud ar vugale

Diazezet eo ar skolioù Diwan, war ur faktor a-bouez : ar vugale yaouank a vez akuizitet ar yezhoù ganto tra ma vezont desket gant ar grennarded hag an dud deuet.

Er skolioù Diwan e kemer perzh tud ar vugale en argerzhadur ar c’helenn. Setu un toullad krafoù evit bezañ efedusoc’h.

Bezit lorc’h ennoc’h evit ar pezh a vez graet gant ho pugel, diskouezit ho plijadur o welet anezhañ o vont war-raok.

M’en devez c’hoant ho pugel komz brezhoneg, roit kalon dezhañ, arabat e lakaat d’ober dre ret avat.

Diskouezit ez oc’h dedennet gant ar yezh. Laoskit ar brezhoneg dont en ho ti : gerioù pe destennoù stag ouzh ar voger, sellet ouzh an abadennoù skinwel war Frañs 3, war TV Breizh…

Levrioù gallek a brenit dezhañ : n’ankouait ket al levrioù brezhonek; kalz a zo bremañ, dedennus hag a galite vat. Koumanantit da levrioù evit ar re vihanañ tout. Ezhomm en devez ho pugel da vezañ gronnet gant ar yezh a-benn ober anezhi un dra dezhañ.

Dalc’hit soñj e vo tro-vat ho pugel, evit ul lodenn vras, diouzh strivoù ha kenharp an daou du o kemer perzh. M’ho pez goulennoù pe zouetañs, komzit gant ar skolaer ha neket gant ho pugel, a rank santout ho peus fiziañs er skol dibabet evitañ.

N’it ket da c’houlenn digant ho pugel ober troidigezhioù peogwir n’eo ket evit kompren ar meizad-se, dreist-holl er bloavezhioù kentañ.

Na glaskit ket e reizhañ ma n’oc’h ket sur eus ar gerioù pe eus an distagadur mat. Gwelloc’h chom en amzivin.

Ret eo gouzout ne vo ket kontet deoc’h bemdez gant ho pugel ar pezh en do graet. Ur voazamant eo ar skol evitañ ha plijout a ra dezhañ komz diwar-benn traoù all pa zeu en-dro d’ar gêr.

Na geñveriit ket araokadennoù ho pugel gant re ar vugale all. Daou vugel pe daou skolaer ne labouront ket diouzh ar memes ritm.