Category Archives: Skipailh pedagogel

Skipailh pedagogel

Tri glasad a zo e skol Diwan Rianteg evit distro-skol 2012 :

  • Anne-Hélène a zo renerez ar skol. Hi a zo ivez mestrez-skol ar skol-vamm (KRV1, KRV2, KRG ha KRV).
  • France a zo e penn ar c’hlasad  re vras, KP, KD 1
  • Florence a ra àr-dro ar re KD2 ha KE1

Paet eo an div vestrez-skol get kevredigezh Diwan Breizh.
Evit sikour bras gete e vez div skoazellerez, Daniel ha Marie-Hélène, er skipailh pedagogel. N’eo ket c’hoazh dre gontrat a-houde distro-skol 2009 pa oe bet digoret ar skol. Goude pemp blezad e vez moian da vout dre gontrat. Neuze e vez gopret ar skoazellerezed get kevredigezh tud ar vugale (KDP).
Evit kement-se eo sikouret ar skol get komite souten, ar Skoazell a gempenn degouezhioù evit serriñ argant.