Category Archives: Karta skolioù Diwan

Karta skolioù Diwan

1. Digor eo ar gevredigezh Diwan d’an holl familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh e brezhoneg d’o bugale, hep diforc’h sokiomicherel, prederouriezhel pe bolitikel. Digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù.

2. Bez’ez eus eus Diwan abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg; goulenn a ra groñs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur en holl domanioù ar c’helenn.

3. Distag eo Diwan diouzh pep aozadur prederouriezhel, politikel, sindikadel, h.a. Rak-se ec’h embann Diwan e c’houlenn groñs he stourm ma vo doujet da gredennoù relijiel, prederouriezhel pe politikel he holl izili forzh pere a vefent gant ma ne vint ket kontrol da Zisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den. An habaskter hollret-mañ a gas Diwan da zifenn ha da vroudañ al laikelezh en he c’helennadurezh ha dont da c’hred da frankiz soñjal pep hini.

4. Diwan a laka e plas ur c’helenn demokratel o kenlabourat a-zevri gant ar gerent, ar strollegezhioù lec’hel hag ar gelennerien. Goulenn a ra Diwan digant tud ar vugale krouiñ e-touez an tiegezh un aergelc’h emsav a-benn reiñ d’ar brezhoneg e blas en o buhez pemdez.

5. Gouestlañ a ra Diwan broudañ implij ar brezhoneg d’an holl liveoù e diabarzh ar gevredigezh; Eus un tu all e kas Diwan war-raok un diorroadur sevenadurel e brezhoneg a ro da bep bugel ar muiañ a gartennoù-trec’h evit sevel e-unan e zazont had a ro an tu da vugale Breizh da gemer e karg o endro naturel, sokial hag armerzhel.

6. Disklêriañ a ra Diwan bezañ a-enep pep unneuziadur yezhel, bezañ stag ouzh ar stummoù disheñvel a eztaoladoù sevenadurel, hag embann a ra n’eus nemet o c’henklokauster a zegas unaniezh ha kenbinvidigezh stroll. Ar brezhoneg kelennet e skolioù-mamm Diwan zo an hini implijet en o endro douaroniezhel ha denel.

7. A-du gant gwirioù dilammadus ar pobloù d’en em ezteurel dre o sevenadur dezho o-unan e c’halv Diwan kement hinienn zo tomm ouzh an demokratelezh, an aozadurioù sevenadurel breizhek, an aozadurioù sindikadel, re ar gelennerien peurgetket, da stourm a-gevret ganti evit muioc’h a justis hag a-enep pep furm a vac’homerezh sevenadurel.

8. Diskleriañ a ra Diwan bezañ kengred gant an holl bobloù a stourm evit o fersonded sevenadurel, lakaet e-barzh al labourererien enbroet, hag e embann e talvez o liesseurtegezh da binvidikaat glad mab-den.